Alan Stivell Kimiad

Ma c'halon a zo frailhet, dre nerzh ma enkrezioù
Ma daoulagad entanet n'o deus mui a zaeloù
Deut eo, siwazh ! an devezh ma rankan dilezel
Lec'h kaer ma bugaleaj, ma bro, kaer Breiz-Izel!
Keno dit, ma zi balan, kuzhet barzh an draonienn,
Tachenn c'hlaz war behini, bugel, e c'hoarien;
Gwez ivin ker bodennek, e disheol ar beure
E-pad tommder an hañvoù e kousken da greisteiz